Pour avoir une version française, survolez le picto situé près de chaque texte.

Kornil ha Bernez e DVDUr c'hi dreist-ordinal eo Kornil. Gouzout a ra komz, lenn war skizh ha gouest eo da ziluziañ kudennoù matemakek kemplezh zoken !
--> sellet
Pennoù PenturUr pennad tennet diouzh Pennoù Pentur, ur genstrivadeg etre liseidi pe skolajidi brezhoneger, un abadenn kenproduet gant Dizale ha Gwengolo filmoù.
--> sellet
Apollo 13Istor kefridiezh egorel Apollo XIII e 1970 hag ar gwallzarvoud a oa bet c'hoarvezet.
--> sellet
Emañ kevredigezh Dizale o labourat war advouezhiañ 2 film TV er mare-mañ: Penn Sardin hag ur film all anvet "Ar Robinsonezed (Les Robinsonnes)".
Penn Sardin, diwar-benn stourm ar maouezed e Douarnenez e 1924 dre istor Jeanne Lemeur hag a glask reiñ d'he bugel un dazont disheñvel d'hini e dad, paotr an aod, kollet er mor.
Un eil film a zo o vont da vezañ advouezhiet: Ar Robinsonnes. War un enezenn gollet e kreiz ar mor, nepell eus Breizh. Maouezed an enezenn o doa kollet o gwazed er mor. N'o deus ket c'hoant da vont kuit eus an enezenn, pediñ a reont neuze paotred all eus ar c'hevandir a-benn adlakaat an traoù da vont war-raok...
Skignet e vo war Brezhoweb da gentañ araok bezañ skignet e lec'hioù all (da resisaat).