Pour avoir une version française, survolez le picto situé près de chaque texte.

Kornil ha Bernez e DVDUr c'hi dreist-ordinal eo Kornil. Gouzout a ra komz, lenn war skizh ha gouest eo da ziluziañ kudennoù matemakek kemplezh zoken !
--> sellet
Pennoù PenturUr pennad tennet diouzh Pennoù Pentur, ur genstrivadeg etre liseidi pe skolajidi brezhoneger, un abadenn kenproduet gant Dizale ha Gwengolo filmoù.
--> sellet
Apollo 13Istor kefridiezh egorel Apollo XIII e 1970 hag ar gwallzarvoud a oa bet c'hoarvezet.
--> selletWarelene e oac'h bet 6500 o tont da welet Patoenn ha Bugel e gloc'hig e 50 lec'h bennak. Spi hon eus e voc'h niverusoc'h evit "Kie" ha "Laban"...
Laban an tasmant bihan : N'eo ket aes bezañ un tasmant pa vezer spontet gant an denvalijenn... O chom e kav kastell "Gomorronsol" emañ Laban an tasmant bihan, asambles gant e dud hag e c'hoar Labolina. En ur vont war glask d'e c'hoar pe en ur zizoloiñ un euzhvil spontus e tesko penaos bezañ mestr war e aon e korf c'hwec'h istor bodet da vezañ ur film : Den ne vez spontet gant Laban, Met pelec'h emañ Labolina, Dizoloadenn ar c'hastell, Un euzhvil un' gwir, Aet Milimina diwar-wel, An tad Nedeleg.
Kie ar bikez vihan :
Buhez ordin ur plac'hig eizh vloaz, e karter poblek Osaka.
Daoust d'he familh distabil awalc'h e teu Kie a-benn d'en em zibab eus ar gwellañ : a-drugarez da sikour he mamm-gozh ha d'he c'hazh, e vez dalc'hmat o c'h' ober war-dro ar preti en ur mod a-feson.