Tañva







Pour avoir une version française, survolez le picto situé près de chaque texte.

t Kornil ha Bernez e DVD

Ur c'hi dreist-ordinal eo Kornil. Gouzout a ra komz, lenn war skizh ha gouest eo da ziluziañ kudennoù matemakek kemplezh zoken !

--> sellet

t Pennoù Pentur

Ur pennad tennet diouzh Pennoù Pentur, ur genstrivadeg etre liseidi pe skolajidi brezhoneger, un abadenn kenproduet gant Dizale ha Gwengolo filmoù.

--> sellet

t Apollo 13

Istor kefridiezh egorel Apollo XIII e 1970 hag ar gwallzarvoud a oa bet c'hoarvezet.

--> sellet

Keleier...

traduction française

DVD Patoenn

Un DVD Nevez'zo bet embannet. Ennañ 'vo kavet div zresadenn-vev : Patoenn ha liorzh al legumaj ha Bugel e gloc'hig.

Patoenn ha liorzh al legumaj :

Ankoueet eo bet pevar penn-legumaj en ul liorzh. Patoenn, an 'ni fri furch, a grog da glask al liorzhour, met buan e vez kollet e hent gantañ.
Adkavet e vo e vignoned gantañ ha dizoloet un ti-gwer kurius 'walc'h, ur penn legumaj euzhus o chom ennañ...
Met da belec'h eo aet al liorzhour’ta ? Ha piv eo hennezh en gwirionez ?

Bugel e gloc'hig

Ur poupon a oa bet kavet e-kreiz ar c’hoadoù, gant paotr al lizhiri, e-kerzh ur gorventenn erc’h. En e dorn e oa ur gloc’hig.

Desavet eo bet Charlie e ti an emzivaded, asambles gant c’hwec’h bugel all. Komz a ra alies d’e gloc’hig kaezh ha klask a ra kompren kevrin e c’hanedigezh.

Nebeut a-raok Nedeleg, ez a paotr-al-lizhiri da gas al lizhiri bet skrivet gant ar vugale d’an Tad Nedeleg. Asambles gantañ emañ Charlie...

Evit prenañ an DVD-mañ, kit war lec'hienn Klask pe war hini Bannoù Heol

> distreiñ d'an daolenn

mennegoù hervez lezenn