
C'hoant mont pelloc'h war ar vicher komedian teatr pe kleweled ?
Kinnig a ra ar c'hevredigezhioù C'hoariva ha Dizale mont pelloc'h...
Pour avoir une version française, survolez le picto situé près de chaque texte.

Kornil ha Bernez e DVDUr c'hi dreist-ordinal eo Kornil. Gouzout a ra komz, lenn war skizh ha gouest eo da ziluziañ kudennoù matemakek kemplezh zoken !
--> sellet
Pennoù PenturUr pennad tennet diouzh Pennoù Pentur, ur genstrivadeg etre liseidi pe skolajidi brezhoneger, un abadenn kenproduet gant Dizale ha Gwengolo filmoù.
--> sellet
Apollo 13Istor kefridiezh egorel Apollo XIII e 1970 hag ar gwallzarvoud a oa bet c'hoarvezet.
--> selletUn den leun amzer : Samuel Julien, rener.

Evit detektiñ, da lâret eo sellet pizh deus ur film ha notenniñ kement
fiñvadenn a zo gant muzelloù an tudennoù : Bernez Penvern, Sophie ha Ludovic Gillet. O reiñ pozioù e brezhoneg d'an harozioù, o treiñ diwar
ar galleg pe diwar ar saozneg : Corinne ar Mero. A-benn ma c'hellfe ar gomedianed labourat gant an destenn bet troet e vez adskrivet
anezhi war ur vandenn treuzwelus, bannet er studio. Ar c'haerskrivañ e vez graet deus
an dra-se : Bernez Penvern.
Hag evel just, o selaou alioù fur ar rener arzel, Laors Skavenneg, ez eus ur skipailh komedianed o prestiñ o mouezhioù d'ar re vrudet kement ha d'ar
re vunut ! Brasoc'h-brasañ e teu ar skipailh-se da vezañ. Tri
c'homedian a oa c'hwec'h vloaz'zo, deut int da vezañ daou ugent evit hon brasañ oberezhioù...
Met peseurt penn he deus mouezh Sean Connery, hini Christophe Malavoy, pe c'hoazh hini Peter Falk ?