DVD Patate
Un nouveau DVD vient de sortir !!!
Deux dessins animés sont à découvrir : Patate et le jardin potager et L'enfant au grelot.
DVD Patoenn
Un DVD Nevez'zo bet embannet. Ennañ 'vo kavet div zresadenn-vev : Patoenn ha liorzh al legumaj ha Bugel e gloc'hig.
> sellet
> Evit prenañ
> gouzout hiroc'h
Patoenn ha liorzh al legumaj :
Ankoueet eo bet pevar penn-legumaj en ul liorzh. Patoenn, an 'ni fri furch, a grog da glask al liorzhour, met buan e vez kollet e hent gantañ.
Adkavet e vo e vignoned gantañ ha dizoloet un ti-gwer kurius 'walc'h, ur penn legumaj euzhus o chom ennañ...
Met da belec'h eo aet al liorzhour’ta ? Ha piv eo hennezh en gwirionez ?
Bugel e gloc'hig
Ur poupon a oa bet kavet e-kreiz ar c’hoadoù, gant paotr al lizhiri, e-kerzh ur gorventenn erc’h. En e dorn e oa ur gloc’hig.
Desavet eo bet Charlie e ti an emzivaded, asambles gant c’hwec’h bugel all. Komz a ra alies d’e gloc’hig kaezh ha klask a ra kompren kevrin e c’hanedigezh.
Nebeut a-raok Nedeleg, ez a paotr-al-lizhiri da gas al lizhiri bet skrivet gant ar vugale d’an Tad Nedeleg. Asambles gantañ emañ Charlie...
> serriñ