Keleier



Troiad 2012 !

Roet zo bet lañs d'an droiad sinema gant ar filmoù "Kerity, ti ar c'hontadennoù" ha distro "Laban" an tasmant bihan ! Kit e darempred gant Daoulagad Breizh evit kemer perzh ...


• DVDoù nevez: "Blake ha Mortimer" hag "Ur Wech e oa 2" !

• Distaol war 3 DVD !

Pour avoir une version française, survolez le picto situé près de chaque texte.

t Kornil ha Bernez e DVD

Ur c'hi dreist-ordinal eo Kornil. Gouzout a ra komz, lenn war skizh ha gouest eo da ziluziañ kudennoù matemakek kemplezh zoken !

--> sellet

t Pennoù Pentur

Ur pennad tennet diouzh Pennoù Pentur, ur genstrivadeg etre liseidi pe skolajidi brezhoneger, un abadenn kenproduet gant Dizale ha Gwengolo filmoù.

--> sellet

t Apollo 13

Istor kefridiezh egorel Apollo XIII e 1970 hag ar gwallzarvoud a oa bet c'hoarvezet.

--> sellet

Dizale

Ur gevredigezh (lezenn 1901) eo Dizale, sikouret gant Kuzul rannvro Breizh.
Tud a-vicher a vez gopret ganti hag arbennig int war ar produiñ e brezhoneg n'eus forzh peseurt doare oberenn.

Ezel eo Dizale deus Films en Bretagne ha Kuzul Sevenadurel Breizh

Produiñ e brezhoneg war dachenn ar c’hleweled.

Tamm-ha-tamm e klask Dizale sevel ur gwir dakad produiñ e brezhoneg. E penn kentañ 2006 eo bet advouezhiet ar c’hentañ film sinema e brezhoneg ganeomp. Sevenet oa bet gant ar memes skipailh tud a-vicher ur bern produksionoù all : tresadennoù-bev, rummadoù skinwel ha telefilmoù.

Barrek eo ar gevredigezh da respont da n’eus forzh peseurt ezhomm a zo evit ar chadennoù skinwel da geñver an advouezhiañ pe an istitlañ.

Met ouzhpenn respont d’an ezhommoù e fell deomp krouiñ ivez...

mennegoù hervez lezenn